Renaissance (strollad politikel)

Logo Renaissance

Renaissance (berraet en RE) zo ur strollad politikel gall sokial-frankizour krouet d'ar 6 a viz Ebrel 2016 gant Emmanuel Macron gant an anv En marche (EM), ha diwezhatoc’h La République en marche ! (berraet en LREM pe REM, LRM, ent-ofisiel LaREM). Lakaet e vez e kreiz e-keñver mennozhioù politikel.

Dilennet e oa bet Emmanuel Macron da brezidant Republik Bro-C'hall e 2017, ha roet en doa e zilez diouzh penn ar strollad en devoa krouet. Ar strollad La République En Marche ! a zo bet trec'h e-pad an dilennadegoù kannaded e 2017. Christophe Castaner a ao bet dilennet neuze evit kemer penn ar strollad.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search